Emezeladur

Ti ar Vro Landerne-Daoulaz ‘ zo ur gevredigezh sevenadurel a gont en e izili tud war o anv ha kevredigezhioù. Kas a ra da benn raktresoù liammet gant he falioù : brudañ ha diorren sevenadur Breizh e Bro Landerne-Daoulaz.

Perak emezelañ ? Abegoù liesseurt a zo evel-just, setu amañ 2 abeg fetis da skoazellañ ac’hanoc’h d’ober ho soñj :

> Pouez ha levezon ur gevredigezh a vez muzuliet diwar an niver a izili : mat eo kemer perzh e darvoud-mañ darvoud, gwelloc’h c’hoazh eo bezañ ezel da vat Reiñ ur gwenneg bennak d’ur gevredigezh a zo souten anezhi en un doare fetis. Gant arc’hant ar skodennoù eo e vez arc’hantaouet darn vrasañ raktresoù Ti ar Vro Landerne-Daoulaz!