Ar greizenn dudi
DIWAR-BENN AR GREIZENN DUDI
Digoret eo ar greizenn dudi e-pad ar vakansoù bihan ha d’ar merc’her.
Lec’hiet eo war tachenn kreizenn Gorre-Menez e Loperc’hed.
Ur skipailh buheziñ a zegemer ar vugale etre 3 ha 12 vloaz e brezhoneg.
C’hoarioù a-bep seurt, pourmenadennoù er c’hoad, atalieroù a vo kinniget dezho.
Fardet eo ar boued war al lec’h gant ur penngeginer.
Eurvezhioù digor : 7eur30 mintin / 6eur 30 noz.
Lec’h : kreizenn Gorre-Menez – Loperc’hed.
Enskrivadur : kreizenndudi@tiarvrolandernedaoulaz.bzh
Delphine (direction du centre de loisirs)tel / Plg: 07 82877922